
Pol kenwerzh pennañ Kerne eo Kemper. Giz, aveiñ an dud, arzoù tiegiñ, aveiñ an ti, traoù sevenadurel ha dudi, boued… pinvidik eo ar c’hinnig klok. 800 ti-kenwerzh zo e kreiz-kêr hepken.

Ul lodenn eus glad Kemper eo sevenadur Breizh. Diouzh lusk ar bagadoù, ar c’helc’hioù keltiek, ar c’hreizennoù deskiñ ar yezh ha titouriñ war sevenadur Breizh e vez buhez sevenadurel Kemper.

Amatourien sport natur, sportourien a live uhel, skolidi liesseurt o obererezhioù… Liesseurt eo profiloù ar sportourien e Kemper. Klask a ra Kêr lakaat ur politikerezh sport e pleustr evit an niver brasañ a dud, kement live ha rumm oad zo. 111 kevredigezh sport zo harpet ganti, bezet 71 diskiblezh ha 17 818 a izili. > Lenn

Kemper, kêr arz hag istor, a ginnig un endro bevañ dibar d’hec’h annezidi ha dizoloadennoù dibaouez d’he gweladennerien. Gwir eo eo lec’hiet mat hor c’hêr hag ez eus ganti ur glad kaer-kenañ a-fet savouriezh. > Lenn.

Evit tennañ ho mad eus ho chomadenn e Bro-Gerne, na zisoñjit ket tremen dre di an douristed Kemper Kumuniezh.
| Ti-kêr Kemper | Eurioù digeriñ an degemerva | Eurioù digeriñ marilh ar boblañs |